15/11/2007
Gwezenn 2

Un tarzhad drez doc'h he zroad. Evel un avelenn-dro a-dreist ar mor, é suniñ, hag é lakaat skumon gwenn da sevel a-us da c'horre an dour. A-dreist, an del du, èl oabl teñval an amzer touforek. Du-hont, er penn arall ag ar park, un dervenn uhel, kamm-digamm he zroñj èl ur luc'hedenn.
Mes petra eo istoer an drez-mañ edan an dervenn ? Aspadennoù ag ur c'harzh bet fondet ? Pe ar peizant ne faote ket dezhoñ e vehe diarc'hen an dervenn-mañ (rak marse e kont an dervenn-mañ, evitoñ, muioc'h evit ar gwez arall; krapet en deus a-barzh pa oa bihan marse) ?
Evit gwelet ur foto un tamm splannoc'h:
Kerambourg 3.jpg
12:10 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, arbres, barzhoneg, derv, chêne, arnañv, orage
03/06/2007
Hommage à l'orage
Salud tout an dud !
Dans ce texte je raconte ma façon d'aimer les orages et quelques souvenirs qui s'y rattachent; mettez le sous vos yeux en essayant de vous mettre dans l'ambiance.
De la poésie orageuse en breton pour vous.
Komz a rin neuze ag un dra hag a oa anezhi bez zo gwerso hag a chomo c'hoazh pell, bout ma vimp marv holl. An arneñv eo, unan ag an arvestoù en deus skoet ma spered a-vihan. Kogus, brogoñ, luc'hed, kurun... ha petra c'hoazh ? Ur bed. Pa oan bihan e kreden e oa ag an arneñv ur stokadenn etre div c'hogusenn ha netra ken. Trouz ha fulennoù bras. Pa arrue ur barrad arneñv e oa un dra spontus a-walc'h ha pa veze da noz e kuzhen ma fenn e-dan al linsel. N'ouian ket pegoulz me ha mam breur hor boa kroget da sellet doc'h ar barradoù arneñv a-zevri. Gouiet a ran hor boa kavet skeudenn ur c'humulonimbus en ul levr. Skrivet oa e oa ur gogusenn zañjerus ! Neuze e raemp un tammig c'hoari: troiñ a raemp ar pajennoù a-ziaraok, ha pa arruemp get pajenn ar c'humulonimbus e raemp seblant bout skontet-bras, hag e redemp dre ar sal...Ur wezh arall, noz ar c'hermes e Brec'h ma faot deoc'h gouiet pep tra, e oa degouezhet ur barrad-arneñv e-kreiz an dañs; gwelet hor boa ar gogusenn é tostaat, melen-ros he moj; ur wezh deuet an teñval, setu ankouaet deomp honnezh; met e-dan berr e strakas an taoloù-kurun kentañ, ha ni ha troiñ hor selloù doc'h al luc'hed. Bez oa c'hoazh sonerezh neuze; met setu ma krogas ar glav bras da deurel, ha aet tout an dud da glask aior. Ha me, n'ouian ket perak, a oa chomet e-dan ar glav e korf ma Z-shirt...pas evit studiiñ ar gurunaj, met peogwir e oan trejeboulet moarvat. Chomet eo e ma eñvor, memp ar sonerezh a oa neuze (ur sonenn doc'h ar c'hiz neuze, sonet get Marc Lavoine).
Neuze (pegeit amzer goude ?) hor boa en em lakaet da arvestiñ ar barradoù-arneñv; o, pas lies, ne oa ket stank dre-mañ en amzer-se (ha stankoc'h int bremañ ? pas, moarvat,
begeg !); met bep gwezh pe dost, pa ouiemp e oa un taol-arneñv, e arrestemp pep tra hag e sellemp. D'al liesañ en amzer-se ne ouiemp ket gwelet an arneñv é tostaat é sellet doc'h ar c'hogus; ni a sañte pegen touforek oa, peotramant pegen teñval oa, ha setu tout.
Sellet doc'h an arneñv ag ar penn-komañs betek ma yay kuit a zo un abadenn "leun" a from hag a spered, un dra hag a sorb ho skiendoù. Un tammig èl sellet doc'h un devezhiad Tour de France er maneioù, pa vez filmet ag ar c'hentañ kilometr betak an diwezhañ; ret eo moarvat, gober traoù àr an hir a-mod-se evit o zañvaat a-feson.
Deuet oa da vout c'hoazh dedennusoc'h (get ster kentañ dedennus: hag a sach ho evezh) pa oamp kustumikoc'h da "studial" koroll ar c'hogus e-raok an arneñv. Bez zo kogus uhellik hag a bourmen a-vandennadoù, hag a zo seblantoù-arneñv. Teir gwezh diàr peder, ne vez netra àrlerc'h neoazh, e Breizh atav; met int ho lak da huñvreal. Re arall, anvet "cumulus congestus", a zo ar c'hogus-se a zo heñvel doc'h kaol-fleur. Pa vez a-vod an amzer evit an dra-se, e vezont gwelet é foeñwiñ. Gwezh-a-vez e teuont da gumulonimbusoù, a zo ar gwir gogus-arneñv. Dre forzh foeñwiñ e komañs plataat al lein anezhe. Neuze e weler ar pezh a vez lâret "ar c'hoef", un anv choazet mat peogwir e vez heñvel-mat liesañ doc'h koef an Alre. Ur wezh prest ar c'hoef e c'hell an tredan c'hoari e jeu er gogusenn, ar grizilh, an tornadennoù (dibaot dre-mañ)...
Lies-mat ne c'heller ket gwelet ar prosesus en e bezh. Da skouer, d'enderv-noz e vez goloet an oabl get ar c'hogus, ha, bout ma zo kumulonimbusoù en o zouezh, n'o gweler ket. Met c'hwi a daol meiz emañ an traoù é krogiñ pa glevit ar gurun. Pa vez c'hoazh deiz pa dosta ar "gogusenn veur" e c'hellit arvestiñ an diaz anezhi. Meur-a-wezh e vez gwelet, e-dan ar gogusenn neuze, evel ul lien teñval get un nebeudig toulloù ha faoutoù; dre-se e krap an aer tomm d'al lein. Met e-kreiz diaz ar gogusenn eh eus un tachad a seblant plat ha naet, gwelet a-bell. Pa dosta e weler eo an tachad ma kouezh ar glav. Al lec'h ma vez ar muiañ a luc'hed a zo bevenn an tachad-se. Met trawalc'h get an displegadurioù, bout mand eo interesant-bras klask, pa vez arneñv, gouiet e-menn emañ pep tamm ag ar sistem-kogus.
Komzomp un tammig a draoù bevet genin, evel ma lâr mestr meur ar filozofiezh indian Saseduveku.
Liesañ n'eus ket moien gouiet penaos e troio un taol-arneñv, d'e-menn e yay ha tout...se a ra parti ag ar blijadur ho pez é sellet an oabl, èl pa arvestit ur grogad football: la glorieuse incertitude de l'orage, hama. Ur wezh ur seurt emañ bet an traoù èl e-barzh ur film pedagogel; er penn kentañ e soñjemp: pegoulz e krogo an avel da c'hwezhiñ ? Un nebeud amzer goude e stlake ur stalaf ag ar fenestr get ur gaouad-avel. Neuze hor boa soñjet: hag al luc'hed ? Setu deuet al luc'hed. Hag ar glav ? Setu arru ar glav.
Klask divinout e-menn e tegouezho al luc'hedenn gentañ a zo ur vicher blijus, ha klask kompren penaos e ya an traoù en aer ag an amzer. Ur segondenn e-raok ne ouiit ket netra, ur segondenn àrlerc'h ho peus eñvor ul luc'hedenn en ho spered, ha marse e chomo pell ennañ. Un tammig katalog am eus neuze e ma fenn: al luc'hedennig roz-se he doa graet kement a drouz, en davarn-se e Penkesten; an div a oa kouezhet er parkad mais tost d'an ti; an taol-pellgomz hor boa bet a-berzh anr gogusenn, un dekvedenn-segondenn e-raok ma tarzhas ar gurun biskoazh kreñvoc'h. "Skilfoù an Diaoul" a welemp e-dan koef ar c'humulonimbus pa oa é vonet kuit a Rocafissada, pas pell a gastell Montsegur du-hont. Al luc'hed orañjez a welemp é kouezh diniver e-kostez Plougoulen (a-benn àrc'hoazh pe an deiz àrlerc'h e welimp "Tangwall e tachenn X", "Kouezhet ar gurun àr transfo Ker-un-dra-bennak" er gazetenn.
A gredemp, met netra ebet !)....
Met muioc'h evit se emañ dreist-holl katalog ar barradoù-arneñv a zo e ma spered; rak ur barrad, pa vez brav a-walc'h, a zo un arvest hag a chom en e bezh en eñvor; get ar pezh a oa tro-dro, pe c'hoazh ar bourdoù hon eus graet neuze. Rak n'am eus ket c'hoazh lâret deoc'h, met marse ho peus divinet: teir gwezh plijusoc'h eo sellet doc'h an arneñv e kompagnunezh evit en e unan; memes tra evit klask chañpignoned da skouer; plijusoc'h, hag ivez aesoc'h da zielfenniñ ha da eñvoriñ, dre burzhud ar gomz. Unan a gompren pe a wel un dra n'en doa ket komprenet an arall.
Nend an ket da zibuniñ ar c'hatalog-se, hir e c'hellahe bout; met ret eo teurel meiz eh eus ennañ, evit an hanter, barradoù-arneñv hon eus gwelet er maneioù du-hont, bout ma ne dremenomp nemet pemzekteiz enne bep blez; a-mod-se emañ.
Ar pezh a zo "enkaoc'hus" a-walc'h eo emañ ret bout un tammig e vakañsoù evit sellet doc'h un abadenn a-mod-se en e hed. Met talvout a ra ar boan bout graet.
Bez zo unan hag a dremen e amzer é heuliiñ ar c'humulonimbusoù, marse hoc'h eus gwelet e benn en tele: Alex Hermant, é chom er C'hantal. Aliiñ a ran deoc'h lenn e levrioù ma hoc'h eus c'hoant lakaat ho fri e buhez ar c'hogus. Rak ar pezh a zo plijus ivez pa vez amzer-arneñv eo gwelet kogus é veviñ ur bochad muioc'h evit da gustum.
Evit achuiñ, spi 'm eus e kav geneoc'h n'am eus ket lâret netra, da skouer àr ma eñvorioù get ar barradoù-arneñv. An dra-se a vehe ur seblant ho pehe "kroget en higenn".Ha marse e vo posupl din kontiñ ur barrad arneñv en e hed un deiz bennak, da skouer kani Sansat e Katalunya-Frañs, a oa bet iskis a-walc'h evideomp-ni bretoned.
Neuze e lâran deoc'h:
A galon
Get al luc'hed hag ar brogoñ.
21:45 Publié dans Nijadeg barzhonegoù / Poésie | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : orage, Alex Hermant, arnev, éclairs







