27/09/2008

Bout digor / Etre ouvert (sur le monde)

Qu'est-ce que "être ouvert sur le monde" ? Une tendance maladive à clamer sur tous les toits que les bretons sont ouverts sur le monde (et ils le sont probablement) m'a poussé à écrire ce petit texte (mettez-vous au breton les gars, pour le lire !)

Petra eo bout digor ?

Klevet 'm eus estroc'h evit ur wezh an traoù-mañ; "Je joue de la musique traditionnelle bretonne, oui mais je suis ouvert sur le monde !" pe "Je parle breton, oui mais je ne suis pas enfermé sur moi-même"… "Je m'intéresse à la culture bretonne oui mais je ne suis pas tourné vers le passé !"…. Ha lies e vez ar gazetennerion é kas an dud da lâret traoù seurt-se get goulennoù seurt get hennañ: "Vous, vous jouez de la musique bretonne, mais vous n'êtes pas fermé, au moins ?", pe "Vous, vous n'êtes pas un traditionnel pur et dur ?", ha setu an dud é lâret "Non, non, je suis ouvert !" pe "Je m'intéresse à d'autres choses !"… Ret e vez en em zifenn , en ur mod; ha dreist-holl, bout intereset get ar brezhoneg pe traoù en-dro d'ar sevenadur er vro, a vez gwelet èl un dra hag a serr an den en ur bed strizh.
N'em eus ket gwelet lies tud, lakaomp un den hag a ra sonerezh klasel, aterset get journalisted er feson-mañ: "Vous êtes féru de musique classique, mais réussissez-vous à ne pas être enfermé dans ce monde étroit (tout de même) ?…" ha neoazh eh eus ag an dañjer-se evit kement sevenadur, pe memes kement dudi a zo.
N'em eus ket c'hoant lâret e ne faot ket digor, brav eo bout digor a spered, mes seblant a ra e yaomp re bell geti; dont a ra an dra-se da vout ur redi, un dra d'ober da gentañ penn, pouezusoc'h evit kement tra zo. Ken en em lak an dud d'ober traoù divlaz, pe traoù kopiet, pe c'hoazh en em lakaont d'ober van a vout digor evit diskouez ur skeudenn "vat" anezhe. E berr gerioù, moarvat e vez manket krouadennoù a-feson, enklaskoù pinvidik, en arbenn ag ar pezh a zo daet da vout un aon. An aon da vout gwelet evel un den "serret".
Neoazh e ouiomp ervat penaos é vonet àr traoù munut, ispisial, lec'hel, e tostaomp ar pezh zo boutin d'an holl bobloù, da Mab-Den. Doc'h ma zu da skouer on kalz teneroc'h doc'h ar yezhoù, bras pe bihan, a-c'houde ma teskan ha ma komzan brezhoneg. Un den hag en devo studiet pervezh evned an aod en e gornad a c'hello komz get tud arall, ha deskiñ traoù dezhe ha gete, e-leizh gwell evit unan hag a vehe chomet get traoù "dre vras".
Evit bout un tamm sklaeroc'h, mat eo bout digor, mes mard a an dra-se da vout an dra bouezusañ, ma ho lak da chom hep furchal en ho kornad, ho po kalz bihannoc'h a draoù da ranniñ get ar re arall. Ma ne gredomp ket heuliiñ un hent disheñvel un tamm, studiiñ traoù tost doc'homp, e vo eskemmet get ar re arall a-ziàr traoù gouiet get an holl, traoù tapet dre ar memes mammennoù… Aes e vo en em santout heñvel, sur, mes me gav genin e vo kollet pasapl a binvidigezh, ha memes a blijadur.
Emañ ret deomp asantiñ bout "serret", pe seblantout bout serret, da dermenoù zo, evit tañva muioc'h ar blijadur da vout digor pa vez kavet tud disheñvel !

Hag achu eo ma sonenn

PS: dont a ra soñj din ag ar c'hentelioù topologiezh, er skol-veur matematik:

Toute réunion d'ouverts est un ouvert
Toute intersection finie d'ouverts est un ouvert
L'ensemble vide est un ouvert