12/06/2008
Frazennoù 6
Setu arru bremañ ur c'hargad arall; ma klikit er golonenn a-gleiz àr ar ger Frazennoù ho po tout ar frazennoù skrivet betek bremañ.
51 - « a pe vou en treu sen é tereu donet, … » idem
a pa vo an traoù-se é teraou donet
quand ces chose-là commenceront à venir, à arriver
52 - « en drebad ma oé Annas ha Kaïf belean vras » idem
an drebad ma oa Annas ha Kaïf belean vras
an drebad ma + verb: à la période où…
53 - « én é dreu éma deit hag é dud n’ou des ket ean degemeret. » idem
en e draoù emañ daet hag e dud n'o deus ket eñ degemeret
donet en e draoù: venir chez les siens, dans son endroit de naissance
54 - « Ne lammé ket ag en tanpl, hag hi e chervijé Doué » idem
ne lamme ket ag an templ, ha hi a servije Doue
elle ne quittait jamais le temple
55 - « dégaset kemen dein » idem
degasit kemenn din
faites-le moi savoir
56 - « él ma oé en akoursans » idem
èl ma oa an akoursañs
comme c'était la coutume
57 - « perak ha es té groeit elsé doh emb ? » idem
perak ac'h eus te graet èl-se doc'homp ?
pourquoi tu t'es comporté ainsi envers nous ?
58 - « Groeit rah er péh e larou d’oh » idem
grait razh ar pezh a lâro deoc'h
amañ "razh" zo implijet èl e galleg
59 - « deur troeit de huin » idem
Dour troet da win
Eau transformée en vin
60 - « Er bihannañ rah é ag en ol hadeu . » idem
ar bihannañ razh eo ag an holl hadoù
C'est la plus petite de toutes les semences
10:47 Publié dans Frazennoù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : yezh, brezhoneg, deskiñ, phrase, frazenn
26/05/2008
Frazennoù 3
Setu neuze an deirvet lodenn: atav traoù da zeskiñ, ha dalbezh ar gwir da lâret ho soñj pe da gemenn din pa welit ur fari bennak, pe c'hoazh ma faot deoc'h komz ag ar pezh ho poa klevet pe lennet, c'hwi.
Setu:
20 - « Kerhet, rah dré er bed » idem
Kerzhit, razh dre ar bed
Allez dans le monde entier (sellit plas ar ger « razh »)
21 - « dakor testoni », « dakor inour » idem
daskor testoni, daskor enor
rendre témoignage, rendre honneur (levezon ar galleg ?)
22 - « disket ind de viret kement tra rah em es gourhemennet d’oh » idem
deskit int da viret kement tra razh am eus gourc’hemennet deoc’h
deskit int da ober : apprenez leur à faire (ha pas deskit dezhe ober) kement tra razh = kement tra (evit poueziñ)
23 - « … ha béh ar en dud de zont abarh » idem
ha bec’h àr an dud da zont a-barzh
bec’h àr an dud da + vb : c’était la ruée pour + vb
24 - « tud é kargein ar Jezuz eit kleuet … » idem
tud é kargiñ àr Jezuz evit klevet…
des gens se massaient autour de Jésus pour entendre…
25 - « diù vag évoret ranj d’en aud » idem
div vag eoret rañj d’an aod
evoret (ancré, au mouillage) : ar V zo etimologel ? ; deux barques au mouillage le long ( ?) de la côte
26 - « a ziar er vag, ean e bredegé d’er bobl » idem
a-ziàr ar vag, eñ a bredege d’ar bobl
a-ziàr ar vag : depuis la barque
27 - « diar hou komz, é han de … » idem
diàr ho komz, eh an da…
diàr ho komz : sur la foi de vos paroles / suivant ce que vous m’avez conseillé
28 - « … é kuitant rah hag é hant ar é lerh . » idem
e kuitont razh hag eh aont àr e lerc’h
ils quittent tout
29 - « pe gasi te brov de dal en autér, … » idem
pa gasi ta brov da dal an aoter…
quand tu enverras ton offrande à l’autel (mais sans toucher l’autel)
30 - « chetu ind tri dé zou é terhel mat dein … » idem
setu int tri deiz zo é terc’hel mat din
les voici depuis trois jours qui ne me lâchent plus
11:05 Publié dans Frazennoù | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note | Tags : yezh, brezhoneg, deskiñ, phrase, frazenn







