27/09/2009

Picris echioides

Setu amañ ur blantenn hag a c'hell bout gwelet un tamm e pep lec'h dre amañ, e kreisteiz ar Morbihan, er c'hêrioù evel àr ar maezoù, kentoc'h er lec'hioù sec'h. Met muioc'h en douaroù int dibaotoc'h a galz. E familh an c'hwervizon eo ar pikris. Nevez-arru int er vro, rak e-kreiz an XIXvet kantved ne oa ket c'hoazh hogozik hani dre-mañ. Uhel a-walc'h int, gellet a raont tapout ur metrad. Bokedoù melen dezhe, hag un iskis a gurunenn edan pep "boked" ( e gwirionez edan pep bodad bokedoùigoù), graet get pemp delienn (brakteenn) lan a bikoù bihan (evel ar blantenn a-bezh).

050922-picris-echioides.jpgNerzh o deus ar pikris ha forzh aes e c'hellont dont el lec'hioù e paouez, en douaroù meinek, roc'hellek, grellek... betek er jardinioù.

Bourriñ a-walc'h a ran anezhe en despet ma n'eo ket gwall flour o "c'hroc'hen". Ne ouiit ket c'hoazh perak e vourran anezhe ?

Sellomp doc'h ar frouezh, blev gwenn pluñvek doc'hte; sellomp mat doc'h o liv pa vezont edan terennoù an heol: liv rous-tomm ar c'haramel e madigoù zo, pe er c'hoavenoù karamel sall, get roufennoù oc'hpenn. Ur misi, pas ?

An deizioù-mañ eo hogozik ar prantad gwellañ evit gwelet ar frouezh-se, neuze... kerzhit er-maez !

(foto tennet avamañ: http://www.nature-diary.co.uk/2005-09-19.htm)

14/09/2009

Louzaouenn an droc'h

"Louzaouenn an droc'h" a vez graet ag ar blantenn-se e kornad an Alre. N'eo ket diaes he c'havout, e kement jardrin a zo e c'hellomp he gwelet; moaien zo dezhe bout bihan met pa gavont un douar pinvidik e c'hellont kreskiñ hag o fennoù a c'hell monet btek 50 cm !    louzaouenn ar pemp ridenn, ar pemp gwazhienn, stleñv.

O del àr an hir, get pemp nervenn, a c'hell servij da lien evit gwarantiñ ur biz hag a vehe bet troc'het (diàr-se – marse ! – an anv "louzaouenn an droc'h"), lâret e vez ivez emañ mat an del evit distaniñ da loskadur al linad. Ar re-mañ a c'hell kreskiñ tost ne vern e-menn, met teneroc'h e vezont doc'h ar flastradur evit mand eo o c'hendirvi an Heledan (Plantago major); ar pezh zo brav da welet gete eo dreist-holl ar feson ma tiskouezont o boketoù: pennoù mistr a sav a-benn d'ar lein; ar pennoù-se a zo serret ha du da gentañ-penn. Goude, d'an dias anezhe e weler an daredoù, ar pistiloù ma faot deoc'h (stummoù blevigoù gwenn o deus). Ar boketoù uhelikoc'h a ziskouez o daredoù d'o zro. Ha neuze edan dezhe e weler ar goafioù é sortiiñ, hag ar pochoù-pollen é komañs kreniñ edan an avel. Diwezhatikoc'h c'hoazh, setu ar bokedoù uhelañ é tiskouez o daredoù, ar re e kreiz a lak o goafioù er-maez hag en avel, ha d'an dias neuze e weler ar boketoù goeñvet, hag o deus chañjet liv: daet int da vout gell. Hag ar goafioù a ra evel ur gurunenn hag a sav tamm-ha-tamm betek ar lein enta ! A-benn mand eo arru d'ar lein n'eus nemet ur liv d'ar pennoù: gell. Hag ar frouezh a zo tost prest neuze. An evned o c'hav mat.

Plantago lanceolata-fcu-17-05-05.jpg
Ar skeudenn-mañ a ziskouez mat ar bokedoùigoù get an daredoù gwenn d'ar lein (... ha da gentañ !), o goafioù astennet er-maez (e-kreiz... ha goude !), hag ar boketoù goeñvet da c'hortoz ar frouezh (d'an dias... hag er fin !)

traoù tapet amañ (ul lec'hienn àr voketoù Kerneveur hag an Devon):http://www.aphotoflora.com/DevonandCornwall/page69.html

Emañ ret din lâret un dra: pa alian deoc'h monet àr al lec'hienn ma 'm eus tapet ar foto, ne dalv ket on bet é weladenniñ al lec'hienn-se (re a amzer a dremenan dirak ar skramm dija !) met d'ar liesañ e vez gwelet ag an taol kentañ e-menn eh eus danvez. Ha... kalavern penaos eo un dra reizh menegiñ ar re o deus graet ar fotoioù !

08/10/2007

Foto

Voici une photo qui nous fait penser à d'autres que l'on a vues dans des livres sur les volcans; vous savez, des plantes qui courageusement s'établissent sur les fissures d'une coulée de lave encore tiède.... la coulée de lave ici se situe à Hennebont.

Setu ur foto hag a zegas soñj deoc'h a fotoioù arall bet gwelet e levrioù a-zivout ar manezioù-tan; c'hwi oar a-walc'h, ar plant kalonek-hont hag a sank o gwriziad e faoutoù ar lava gourdom c'hoazh... ar lava amañ a oa en Henbont.

medium_coulée_de_lave.jpg