11/03/2009
Goulennoù ha respontoù sac'h-àr-vac'h
Setu amañ ur fichenn am eus savet evit live ar skolaj, get goulennoù ha respontoù en dizurzh, da lakaat a goupladoù en-dro.
Gellet a rit hec'h implij en ho micher ma labourit àr-dro bugale pe tud vras hag a zesk brezhoneg... pe hec'h implij evidoc'h, ma faot deoc'h c'hoari un tamm e-ser deskiñ traoùigoù.
Goulennoù ha respontoù sac'h-àr-vac'h.doc
16:43 Publié dans Fichennoù kelenn | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : brezhoneg, frazennoù, c'hoari, poelladenn
07/03/2009
Liveoù yezh
Kinnig a ran deoc'h amañ un tammig poelladenn, d'an dud da zeskiñ diforc'h ar liveoù-yezh, ha marse a-walc'h gouiet cheñch live yezh doc'h an dro.
Meur a unan a zo, etre gros; bemdez; bemdez pinvidik; uhel; foeñvet (an dra-se zo "un tamm re vrav, gerioù dibaot hag all, frazennoù hir, evit diskouez e live sokial pe brezhoneg")
An diforc'h paour/pinvidik e gwirionez a welan me èl un tamm a-gostez: moaien zo d'ur yezh gros bout pinvidik, pas ? Mard eus ur bochad gerioù disheñvel, na bout e vehent lous pe hudur ?
Posupl eo astenn an c'hoari evit ar rannyezh peotramant ar seurt brezhoneg (anat deoc'h e komzomp ag ar brezhoneg komzet, neuze netra da welet get ar feson da skriv)...
Deoc'h-c'hwi da denniñ ho mad ag ar boelladenn-mañ...
Adkavout ar liveoù.doc
Ne vez ket atav ken aes lakaat ur live d'ur frazenn; etre daou e c'hell bout...
09:52 Publié dans Brezhoneg c'hwek | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : brezhoneg, poelladenn
10/09/2008
anvioù loened ha niveroù
Setu er prantad distro-skol-mañ,
setu ur fichenn hag a c'hell servij evit kentelioù d'ar vugale, pas evel ur prantad-deskiñ mes just evit adwelet pe gwiriekaat ar pezh zo gouiet; gellout a rahe servij evit an dud daet ivez.
Setu atav ar boelladenn:
Loened, liester, niver.doc
18:52 Publié dans Fichennoù kelenn | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : yezh, poelladenn, kelenn








