24/02/2009
devezh gris ha kraperig
Setu kollet ar pennad am boa skrivet !!
Hiniv, bet c'hoariet get an urzhiataer (allas !) a-ziàr an natur... un c'hoari evit deskiñ kontiñ evned (rekis e vez gwezh-a-vez: http://alsace.lpo.fr/Jeux/Comptage/Comptage.php), ur c'hwizz (komzet em boa anezhoñ) diàr fotoioù...
met bet on er-maez ur seurt. Pas forzh a valeadenn, get an amzer gris-mañ. Just gwelet ar sklaerig é tigor, ur c'hraperig... é krapout doc'h ur wezenn; n'eo ket achu get ar bleuñv kenaou...
Ha setu evit an devezh gris-mañ... klevet a reer liesoc'h-lies ar pign-pign hag ar vouialc'h é kaniñ !!

Ar c'hraperig (grimpereau des jardins)
21:21 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : kraperig, grimpereau, sklaerig, ficaire, quizz, kwizz
19/02/2009
Kostez ar c'hleuz
Dec'h d'enderv, tammig troiad e-tal an hent-houarn; amiapl an amzer, ha tommik memp àr gostez ar c'hleuz durc'haet d'ar c'hreisteiz. En o e welan an nevez-hañv é tiskouez e livoù splann. Boketoù sklaerig a embann o fetalennoù melen-koar lufrus. An antrisk a gresk o del didroc'het fin, ha lod anezhe zo e boketoù dija ! Tammigoù c'hwibed a welan é tarnijal ur wezh an amzer àr ma hent. Boketoù myosotis zo àr ar c'hleuz ivez met b'on ket ur mailh àr ar myosotis neuze n'on ket evit reiñ un anv spesad resis dezhe. Ur valafenn, burzhud !, a dosta hag a ya da astenn he divaskell àr un tamm plantenn, en heol. Moarvat eo "Aglais urticae", "la Petite Tortue" e galleg (ur vaot vihan, perak 'ta ?); ha moarvat, an hani a welan aze a zo unan a oa chomet kuzhet mat en ur gognell bennak e-pad ar goañv (ha n'eo ket unan arru nevez zo diàr ur preñv), ha bet dihunet get an heol. Hervez ur levr am eus eo un dra kustum get ar spesad-se.
Div bik zo en ur wezenn; ur c'houblad a-dra-sur; an deizioù-mañ em eus gwelet piki é tapout brinsennoù en o figos evit sevel pe kempenn un neizh. Turzhunelli turk a welan a bep tu a goubladoù ivez.
Met ar pezh en deus ma merket ar muiañ hiniv a zo arru e achuamant ma zroiad-bale: kan ar puig chip-chap (pouillot véloce). Tchip ! Tchap ! Tchip ! Tchap ! Hennezh a chom a-hed ar goañv er vro. Met e gan a zo goust an heol getoñ ur sort.

Aglais urticae, unan ag ar balafenned paotañ... pe kentoc'h unan ag ar balafenned nemete a c'heller gwelet, rak dont a ra diaes gwelet spesadoù zo...

Ar puig chip-chap (Phylloscopus collybitus), le pouillot véloce; tennet ag ur lec'hienn interesant-bras evit an dud stummet get an evned: http://www.oiseaux.net/ Nag a draoù a-barzh ! Ken e vez dibosubl monet da furchal a-barzh ma faot deoc'h gwelet evned gwir ivez !

Ar sklaerig (Ficaire)
11:15 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : natur, puig, pouillot, ficaire, sklaerig, pig, pie








