13/01/2009

Kevnid

Bourrapl eo èlkent monet da vale hep em serriñ èl ur pok-kistin en e zilhad, sellet doc'h an traoù hep bout gwasket get chajelloù didruez ar skorn !
Kalz a draoù n'em eus ket gwelet c'hoazh, ha normal eo en ur mod dre ma n'em eus ket kemeret an amzer rekis evit er gober; mes ar pezh am eus graet a zo bet santout, aze emañ unan a blijadurioù brasañ miz Genver, ar vuhez é tonet en-dro, hag èl ur seurt nevez-hañv é tarnijal en aer... Ya 'vat, pell eo c'hoazh an nevez-hañv gwir, met roudoù anezhoñ a arru abred-mat. Hag un netraig ho lak da hunvreal... evit lâret gwir, pas da hunvreal, rak torr-penn e vehe bout é ober soñjoù a-ziàr an nevez-hañv ha bout chifet goude é kompren eh oc'h c'hoazh er goañv. Ar pezh a c'heller gober a zo tañva, en amzer a-vremañ, lod ag ar santadurioù a zo stag doc'h an nevez-hañv. Re verr eo an nevez-hañv evit er priziiñ a-zal miz Meurzh hepken !

Lâromp traoù resisoc'h: estroc'h evit ar pezh a oa strewet en aer em eus gwelet ivez sinoù bihan met plijus: dreist-holl gwelet kevnid é vale, lod e-mesk ar geot, unan àr ur vur... c'hwibed a-dreist ur fozell.
Netraigoù ya, mes aze emaint; ha soñjal a rit: met e-menn e oant 'ta e-pad ar prantad skornet ? Kuzhet mat moarvat.

Ar c'hevnid a weler é redek fonnapl hag a vostadoù (gwezh-a-vez) er geot d'an nevez-hañv (hag un tammig bremañ neuze) a vez lies re ag ar gener "Pardosa" èl honnañ (pardosa hortensis); ur paotr eo, dougen a ra e gouilhoù dirak e benn (gwir eo, n'eo ket un dekonadenn):

525da292dc2eeed622e6bc1885290000.jpg


Pardosa.hortensis.jpg

Foto tennet a http://popgen.unimaas.nl/~jlindsey/commanster/Invertebrates/Spiders/wspiders.html
lec'h ma vo kavet fotoioù kevnid goañv arall.

09/01/2009

Torrig-kenaou

Troioù 11 eur eo ha skornet eo c'hoazh e pep lec'h edan ar gwez, rev gwenn strewet àr an douar; tommet oc'h un disterañ get terennoù an heol met kentizh ma yit er waskedenn e vez sklaset ho izili arre; er gwez pupli e klevan evned bras èl mouilc'hi hag a ra "trrrrr !" "trrrrr !"; moarvat eo c'hoazh taraskled, èl ma 'm boa gwelet ur wezh er memes gwez, sot mand int get an uhelvarr; a-hent-arall, kudoned, brini, pintiged, un torig-ruz bennak, ur laouenan... ha daou dorrig-kenaou (pe "pokerig-kraoñ", rak kraoñ ha kenaou a zo ur seurt !); evned get livoù ruz-orañjez (tor) ha glas (kein); ur c'houplad ? Ar re-se a vev er gwez hag a grap enne èl ma karont, gouiet a raont diskenn o fenn a-benn d'an dias a-hed troñjenn ur wezenn !
Marse emaint é klask dija e-menn e vo o neizh ? Un tamm abred !! O neizh, un toull spêg bet strizhaet dezhe dre lakaat ur meskaj pri en toull, ken e chom en achuamant un toullig ront hepken.

31aee886e271123477916e20a8305fba.jpg

Un torrig-kenaou, Sittelle torchepot, Sitta europea; o c'hriadenn a vez lies ur seurt "Tuituit !" dassonus ha splann.

07/01/2009

heol ruz

Notennoù paour ar prantadoù yen-sklas... ouzhpenn sellet doc'h livoù spis ha kaer tarzh-an-deiz am eus graet hiniv: sellet doc'h ruzoni an heol da noz, ur ruzoni hag a c'holoe brinkier an holl wez a dor-ha-tro, àr gement tosenn a oa. Er c'hoari-se eo daet ar gwez bezv da vout duac'h-mat, ar pupli ivez; met an heol henoazh a oa katapl da entaniñ ne vern peseurt gouenn gwez. A-fed evned em eus bet tro da dremen dirak prad ar bugerc'heiz en-dro, met hennezh a oa aet diàr-wel; e-menn emañ hiniv ? Marse pas forzh pell !
Pilanni a oa c'hoazh aze, hag o livoù en em vesket get geot drouglivet ar pradoù.
Petra am eus gwelet a-hent-arall nemet louzaou bet skornet hag é tonet da vout blot ha, peurchañs, marv.

Hag an noz zo amañ bremañ !

Skeudenn ebet hiniv, paour-keizh tud !

30/12/2008

Bed ar likenoù

Atav ker sklas an amzer, hiniv oc'hpenn e oa gris, ha spurmantet hon eus hepken kann an heol àr-dreñv ur gwiskad morlivet... Ma zroiad n'eo ket bet gwall hir c'hoazh hiniv neuze, met bamus ur seurt: pa seblant marv ha skornet tout an traoù, petra gober (estroc'h evit klask spesadoù evned é tonet ag an hanternoz) ? Sellet doc'h broñs ar gwez, ya, èl ma 'm eus klasket gober tammigoù a-c'houde ma 'm eus bet ur levr a-ziàr kement-se. Met ivez sellet a dostoc'h doc'h ar liken ! Ar liken zo boudoù bev iskis, anezhe ur c'hejaj etre ur spesad bezhin hag ur spesad tok-touseg.
Hag an eured-se a seblant bout efedus evit beviñ el lec'hioù diskonfortañ, evel àr ar vein, àr ar c'hoad, gwezh-a-vez e lec'hioù dic'hortoz evel àr blastik kilseller ma oto... Unan (ar bezhin) a ra ar fotosintezenn, an arall (an tok-touseg) a zastum dour ha dreist-holl halenoù ha danvezioù organek.
Me zo em dapet da sellet doc'h ur renkad gwez skav-gwrac'h, ag ar spesad "Acer saccharinum"; lakaet e vezont lies a-walc'h er c'hêrioù, evel en Alre da skouer etre kroashent-tro ar lise Franklin ha kani ar stal fitness aze... bon, evit ar re a anav an Alre !!

a62c65b61ce701df8e9038c8992ce67c.jpeg
Un delienn skav-gwrac'h argant (Acer saccharinum, érable argenté), ur wezenn daet ag ar Stadoù Unanet ha plantet dre amañ.

Ar o zroñjoù em eus gwelet pasapl a spesadoù brav, evel Ramalina, Cladonia, Lecanora... amañ e lakaan un nebeudig anvioù met n'anavan ket kazi netra ha mat e vehe din adwelet traoù zo !

skouerioù likenoù:

74abb42044176141df0f3a7726f90117.jpg

Xanthoria parietina, unan melen stank dre amañ.

73979fc514cf454e34f8af9ca201032a.jpg

Ur liken "deliennek" arall.

Lod a zo plakennoù peg doc'h ar c'hoad, lod arall evel deliennoù a-dreis ar c'hoad, lod c'hoazh evel gwezennigoù.
Souezhet on bet é welet en-dro "Teloschistes chrysophtalmus", ur liken dibaot hag a vez kavet kentoc'h àr ar gwez frouezh dre amañ, hag em boa komzet anezhoñ an deiz arall (ma anavan hennezh eo peogwir eo aes derc'hel soñj ag e benn !).

cf foto notenn ar 22 12 2008 (lagad aour)

Dre vras, èl ma ouiit marse, seul vuiañ a spesadoù liken a c'heller gwelet àr gwez ur gêrvras, seul broprañ aergelc'h ar gêr-se; rak pa vez saotret an aer e ya ar spesadoù tenerañ diàr-wel.
Amañ e oan en Oriant, ha me 'gav genin ne oa ket ker fall, pasapl a spesadoù a oa; mes sur a-walc'h get un aer proproc'h e vehe kavet c'hoazh paot muioc'h !
Atav e oa un dra vrav gwelet ar seurt bed bihan-se, goloet get spesadoù disheñvel, get livoù ha stummoù disheñvel... e lec'hioù zo e oa daouhanteret ur liken en arbenn ma oa ur gwir rift en e greiz ! Kreskañ ar c'hlor eo en deus krouet ar rift-mañ.
Gwelet em eus ivez penaos e oa brasoc'h ha niverusoc'h ar spesadoù liken doc'h tu ar c'hornôg (tu ar glav) ar pezh a vez lâret mes ne vez ket ker splann d'ar liesañ.
Pelloc'h, gwelet em eus ur bod hag a oa goloet a liken melen, ar pezh ne oa ket fall get un devezh gris èl-mañ.

Ma ! Kement-se a ro c'hoant da sellet a-dostoc'h doc'h bed ar likenoù ! Evel-just e vo diaes-bras er gober ervat... an amzer eo a vank, splann eo !

Hag er fin e komzin deoc'h ag ur wezenn a familh ar lann hag ar banal. N'on ket daet da benn a ouiet petra oa mes klask a rin. Hag e lârin deoc'h.

28/12/2008

Skorn ha kler

N'on ket bet gwall efedus hiniv em zroiad natur: petra a faot deoc'h, pa c'hwezh un avel yen-sklas èl-mañ e vez diaesoc'h chom da baouez dirak ur blantennig dister pe un evnig trouzus. Neuze on bet a-herr dre ar maezoù tostañ; kler oa àr ar poulloù. Ret oa din diwall ur seurt kar an dour-red ne oa ket pell, ha tost on bet da vout dour em botoù ur momant bennak. Petra am eus graet neuze ? Sellet doc'h un nebeut broñsoù: re liv kistin, tres piramidennoù bihan dous dezhe, an derv; re an haleg, gronnet en ur skantenn hepken (honnezh a zo div skantenn juntet e gwirionez); re ar c'hoad-kren, àr ur barr get ur sort gloan peg doc'h ar c'hlor. Hag evit achu em eus gwelet ur wezenn a gredan e vehe un oulmenn du (Ulmus sp., un orme): broñs pintek un tamm àr ar brinkier hir, hag ivez broñs ront, a vez gwelet a bell, hag a vo ar boketoù é tonet er-maez anezhe (e-raok an del); ur bam oa din gwelet ur wezenn oulm du ken uhel. Ur bochad anezhe zo bet dismantret d'ar c'hleñved ha lod-kaer ag ar re a chom a zo re yaouank, izel. Oulm pe oulom èl ma vez lâret e-kostez an Alre. Er memes bro e vez lâret "Oulom gwenn" ag ar "Frêne" (Onn) na bout n'int ket heñvel kement-se ha pas er memes gener. (An onn zo "Fraxinus exelsior".

Setu frouezh ar spesad "Ulmus minor" ar re baotañ dre-mañ hag ar re denerañ doc'h kleñved an oulm, ar grafioz.
Ar frouezh a arru neuze e-raok an del, ha gober a raont un tamm fotosintezenn seblant a ra.

c626579020918c694a4703aaa6db8aa3.jpg


Setu ul lec'hienn a-feson ma 'm eus tapet foto frouezh an oulm; fotoioù arall (del, broñs,...) a zo.
http://images.google.fr/imgres?imgurl=http://www.odezia-a...