29/07/2008

Un ton hag ur vandenn dreset

Setu amañ an ton en doa ma broudet da skriv ar pennad diwezhañ "Amzer ar CDioù", kerkoulz eo ho lakaat da brofitiñ ivez; domaj eo avat n'hon eus ket penn-kentañ tout ar sonenn. Lod a drido doc'h er c'hlevet, meskaj etre melkoni ha nerzh daonet anezhoñ; ha marse pendeogwir, èldin, int bet gwerso hep er c'hlevet. Lârit din: sonet e vez c'hoazh an ton-mañ gete ur wezh an amzer ?

Setu enta ar liamm:
http://www.youtube.com/watch?v=Fo-V_OYfMAg

Ha setu bremañ un dresadenn savet get ur c'hamarad d'an Tamm Papir... pe ur laer hag en deus c'hoant da dapout ar yoc'h argant a vo dastumet, edan berr, pa vo gwerzhet produioù deveret An Den hep Stumm ? Gwelet e vo en amzer da zonet... setu atav ar vandenn dreset:

an den hep stumm hag e gamaraded.doc

A-fed an Tamm Papir just-a-walc'h, emañ ar skipailh é labourat harz-pe-krev da achuiñ an niverenn 12 evit Festival Etrekeltieg an Oriant, ma vo kinniget ez-ofisiel dirak an Ti-kêr, sadorn diwezhañ ar festival, da 9 eur d'an noz.

Un tamm pasianted, tudoù !!

27/07/2008

Amzer ar CDioù

Doc'h pesort sonerezh eh oc'h é selaou d'an termen-mañ ? Setu un tamm preder a-fed ar pladennoù hag ar sonerezh just a-walc'h...

Amzer ar CDioù.doc

02/06/2008

Fast Noise Trade

http://www.kaouenn.net/?q=br/node/586

Amañ e vo moian deoc'h tañva sonerezh ur strollad a blij din pasapl: Fast Noise Trade, enrollet e Karaez d'an 30 a viz Mae 2008; ma faot deoc'h o fediñ, tremenit drezin !

23/05/2008

Barzhoneg

Setu ur varzhoneg evideoc'h

Ma faot deoc'h he c'hlevet get sonerezh oc'hpenn e vo moian deoc'h he c'hlevet e Karaez d'an 30 05 d'an noz pe e Bubri d'ar 14 06, get ar strollad Fast-Noise Trade (hag aesoc'h a se e vo deoc'h heuliiñ ar sonenn !)


Lugernus eo ar saout e pradoùier ma spered
Kreniñ a ra ar mor frommet get daouarn ar merc'hed

Tonioù a-yoc'h ennin estèl ur bobl digabestr
Den kozh nevez ganet é tizoleiñ ar fenestr

Bombardoù violet é lakaat ar bed da vreskenn
Mammenn kogus ar bed a dorr liammoù an anken

100 000 kloc'h é tintal evit 100 000 karantez
100 000 gwezh é vervel hag é tisoc'h ag ar bez

Bugale disolit é flouriñ kroc'hen ar vemoar
Poulladoù dour nevez àr hentoùier ar loar

Ur pousin liesliv e teñvalded ar suler
Manezioù tan kuzhet a zic'houskay edan berr

Kogusennad c'hwibed é puniñ àr vevenn an noz
An Netra zo a-barzh en deus liv ur boked roz

14/12/2007

an tablâ

Setu ar wezh-mañ ur fichenn a-ziàr ur benveg sonerezh a vro India, an tablâ; deoc'h-c'hwi d'ober ho mad ag an dra-se; an dresadenn n'eo ket bet graet genin-me, he zapet am eus àr ar rouedad.

Tablâ.doc

24/11/2007

Kleñved ar Zep

Er prantad-mañ, lies-mat, a pa vezan é labourat doc'h an urzhiataer, pe dirak ur follenn baper, e selaouan lies ar memp seurt sonennoù; re ur strollad rock ag ar blezioù 1970 (a vro Saoz)... Led Zeppelin e anv. Klevet em boa komz anezhoñ er skolaj, mes hep klask gouiet pelloc'h (er prantad-se e oa stag doc'h ur skeudenn "hardos" e ma spered). Amprestet em boa pladennoù anezhe diwezhatoc'h, er levraoueg... mes peurchañs ne oan ket prest c'hoazh. Klasket 'm eus selaou doc'hte en-dro, goude bout bet profet din un enrolladenn a bladenn Robert Plant, "Mighty Rearranger", hag ivez bout bet tro da glevet "Kashmir" get Robert Plant ha Jimmy Page. Ur wezh kavet ur bladenn anezhe en ur marc'had traoù kozh em eus hi prenet, ha setu kroget an traoù. Hiniv-an-deiz e ran un tamm èl ma raen un amzer zo bet get Ar Re Yaouank. Selaou estroc'h evit ur wezh ! Betek pegoulz ? Betek bout dic'houstet ? Ma ra èl Ar Re Yaouank e vo kentoc'h betek ma vo embarzhet an tonioù-se em spered ! Gwell-a-se !
Ar pezh zo, un dra zo iskis evidin: ar strollad Led Zeppelin-se a blij din, mes estroc'h evit din-me hepken e plij. Setu pa vez klasket àr Internet e vez kavet kazimant ur video evit kement sonenn anezhe ! Mes a-benn ar fin (kerzhit da gompren) e kavan gwell selaou doc'h ar bladenn, hep video; muioc'h a-barzh on e-mod-se peurchañs !

Evit gober un tañva, setu, klaskit aze: http://www.youtube.com/watch?v=_swFHp-0_sY

18/10/2007

un ton

Setu un ton klarinetenn evit magiñ un tamm ar sonerezhva !

DW_A0085.wav

25/09/2007

Ur film bihan

N'em eus ket c'hoant kontiñ mam buhez er blog-mañ, mes ma ho peus lennet lod ag an notennoù ho peus gouiet e oan sot get ar strollad Ar Re Yaouank pa oan... yaouankoc'h (ha sot e vehen c'hoazh bremañ moarvat pa vehe ag ar strollad-se c'hoazh); àr Internet e vez kavet lies-mat ne vern petra, hag engortoz e oan a welet pasapl a filmoù bet tapet dre guzh e-pad ar festoù-noz get ar strollad-se, dre ma plije estroc'h evit din hepken; hag a-benn ar fin eo dibaot ar filmoù gete àr Internet ! Un tamm domaj marse ? Unan hepken am eus kavet, hennezh:

http://www.youtube.com/watch?v=-XwGW2IJpJA

Brav eo ha diskouez a ra mat penaos e oa ar strollad àr ar leurenn, mes sur on e vehe bet posupl gwelet filmoù get muioc'h a vegon c'hoazh ! Tud zo o deus graet filmoù hag o deus int goarnet gete ? Kerzhit da c'houiet.

Setu atav an tamm-se da sellet doc'htoñ ha da selaou, evit ar re n'anavent ket ar strollad-se !

05/09/2007

Gitar-boud

Ar gitar-boud ? Hama, a-gentañ ne ouien ket re vat petra oa. Dalc'het 'm eus soñj e oan bet bamet (n'ouian ket da be oad) da c'hitar unan ag ar Sonerion Du en ur fest-noz. Ur gitar-tredan, get ur liv glas lugernus; hañval genin en em astenne "troad" ar gitar ur bochad muioc'h evit ur gitar "normal". Hep gober ar liamm get ar son a rae ar gitar-se; d'an oad-se e vesken pasapl ar sonioù etreze, peurchañs, beuzet e oan er sonerezh, ar pezh ne oa ket displijus.
Dizoloet 'm eus ar gitar boud da vat get Stéphane De Vito, soner e Ar re yaouank, àr ar bladenn da gentañ penn, ha goude àr leurennoù ar festoù-noz. Nag ur startijenn get ar benveg-se ! Ur misi a gaven gwelet tout an dud lakaet da vreskenn àr houlennoù boud ar gitar hir-se. Ar pezh a blije din dreist-holl a veze gwelet ar gitarour-boud-se, blev hir ha rodellek dezhoñ, é tiskouez, àr e fas, tout ar santadurioù en doa é soniñ. Bremañ c'hoazh e plij din gwelet àr dremmoù sonerion (a-bep-seurt a-du-rall) from ar sonerezh, pe ar blijadur, éc'h ober e reuz. Souezhuset un dra, ne veze ket ar blijadur a veze santet àr penn Stéphane De Vito; pe kentoc'h e yae pelloc'h evit ar blijadur: linennoù e fas a veze distummet, strishaet, kammet, stennet, èl re un den hag a c'houzañv. Kement-se a weler lies-pasapl sonerion gitar zo, a pa raont ur solo. Treuzet e vezont get nerzh ar sonerezh, tre !
Ar gitar-se, d'ar liesañ, a vez peder c'hordenn dev dezhoñ; gwezh-a-vez 5, pe memp 6. Estroc'h evit ur mod a zo da soniñ get ur benveg seurt-se, ha pep soner en deus e stil. Moian zo bouljal fonnapl begoù ar bizied àr tout ar c'hordennoù, pe skoiñ get ar biz-meud evit gober taoloù boud, pe sachiñ ur gordenn get ur biz hag he leuskel da gouezh a-benn-kaer, ar pezh a ra ur son nerzhus ha splann; moian zo lakaat ar biz da ruziñ àr ar memes kordenn, ar pezh a ro lies begon d'an dañserion, pe, atav àr ar memes kordenn, gober ur vibrato èl àr ur violoñs; implij an notennoù boud pe, d'an tu arall, notennoù uhellañ ar benveg.
Ar pezh a gavan ur pezh a zo pa vez mesket ar gitar-boud hag ar gitar folk ken e seblantont bout ur son hepken, biskoazh nerzhusoc'h neuze ! N'eo ket ken aes d'ober moarvat, rak n'eus ket kalz a strolladoù hag a zo daet da benn. Ar Re Yaouank hag Int, da skouer, a oa e-mod-se.
Estroc'h evit Stéphane de Vito, a-c'houde ma 'm eus kemeret plijadur get ar benveg-se, em eus dizoloet sonerion arall; hani anezhe ne son èltoñ (selaouit ar bladenn "Fest-noz still alive", c'hwi a glevo), mes lod-kaer o deus ur stil plijus. Daou ag ar re a blije din ar muiañ a oa Julien Le Mentec, e Tan Ba'n ti (dreist-holl e penn-kentañ ar strollad), ha kani ar strollad Int (Yann Bertho); Erwann Volant (a zo bet pell e Carré Manchot), ha bremañ get Hamon Martin Quintet) ivez èl rezon, Etienne Callac am eus dizoloet get souezh ha get e-leizh a blijadur dre ar Guichen Quartet; Stéphane Rama, dre Karma, nag ur "groove" ! Bez zo ivez Alain Genty er bladenn Gwerz Live pe c'hoazh get Barzaz, allas n'em eus ket bet tro da glevet ar strolladoù-se àr ar leurenn. Ha neuze Jean-Pierre Le Cam, ag ar Sonerion Du, gober a vat er gwelet é tiskoueziñ e blijadur atav, goude kement-se a festoù-noz, hag en despet d'ar pezh a c'hell lâret an teodoù fall. Unan ne faot ket ankouaat, Christophe Hellec, a zo e Plantec: hennezh a oar respont da griadennoù an dañserion é soniñ get muioc'h a vegon c'hoazh, é vouljal àr ar leurenn…
A-fed strolladoù er-maez ag ar festoù-noz, e c'hellan komz a gani ar strollad Nirvana, kani ar strollad Orchestre National de Barbès, kani Metallica, ker ponner e son ! Ha tout ar re n'anavan ket.
Un huñvre a zo é redek ennin a-c'houde pell: bout gitarour boud, lakaat an dud da vouljal ha da greniñ get ma groove… ur si en deus ar gitar-boud neoazh: hep an tredan n'eus ket netra, kement-se a vez gwelet pa vez troc'het an tredan dre zegouezh gwezh-a-vez. Nemet ha soniñ a rahec'h ar gourrebed (contrebasse) mes ar son a zo disheñvel. Setu perak e karehen krouiñ ur c'hoñsept: ar soner hag a ra belo e-raok ar sonadeg, evit kargiñ ampli e c'hitar-boud; pe an ampli liammet doc'h ur vilin-avel-tredan…
Gitar-boud pe pas gitar-boud, aze emañ an dalc'h…

01/07/2007

Plantec (2)

Setu bremañ ur bladenn nevez-flamm é tonet, an hani on-me é selaou en ur skriv ar pennad-mañ; atav du, èl ar pladennoù arall, ha dilhad izili ar strollad pa vezont àr ar leurenn. Unan nevez c'hoazh: ur c'haner, ha telennour oc'hpenn. Hag a-du-rall, ar soner biniou en deus em lakaet da soniñ fleüt ivez, ha neuze uillean-pipe. Ar soner bombard a son ivez get ar shenai, hennañ a zo ur vombard a vro India. Muioc'h a c'hitar tredan a zo c'hoazh. Plas ar brezhoneg a zo ur bochad brasoc'h evit ma oa àr ar bladenn kent – lojik eo, savet o doa un ton anvet "Ya d'ar brezhoneg !" un tammig zo – en arbenn ma vez sonet a veg e brezhoneg get ar paotr; mes ivez peogwir n'eus nemet brezhoneg àr golo ar bladenn ! Ne gredan ket e paray doc'h tud ha n'int ket brezhonegerion a breniñ ar CD; graet e vez an dra-se hep diaezamant get pladennoù e saozneg.
Ar golo n'eus ket kalz a dra skrivet àrnoñ a-du-rall; skeudenn ebet ag ar sonerion da skouer. Ur fari a zo àr gein ar bladenn a-fed niverennoù ar sonennoù; ur souezh pe ker lies e arru traoù seurt-se get ar pladennoù dre vras, hiniv an deiz !
Nag ar sonerezh, bremañ ? An notennoù kentañ a zo liv Nirvana àrne, hañval genin, get gitar tredan ponner. A-hent-arall, diàr glevet ar bladenn en he fezh ar wezh kentañ, e oan bet dipitet a-walc'h: n'em eus ket adkavet ar memes son, nag ar memes ijin en tonioù; me 'grede bout klevet dija traoù seurt-se get strolladoù èl Alan Stivell pe re arall hag a glask soniñ "modern", lec'h ma vez kollet nerzh an tonioù e-mesk ar c'hempennadurioù pe ar mekanikoù. Ar c'han en deus ur plas bras, hag a lak ar benveger arall un tamm en ardreñv, evit er servij; bouezh ar c'haner n'heller ket lâret penaos emañ ur vouezh dispar kement-se.
Goude bout selaouet ur wezh kentañ e oa ur soñj é torimellat e ma fenn: "Perak em boa prenet ar bladenn-se get kement a herr ?"
E berr gerioù, ar pezh a oa "tonioù" e-raok a zo daet da vout "sonennoù"… ha gwezh-a-vez e vez tapet tonioù hengounel, ar pezh ne veze ket graet gete e-raok. Selaouet 'm eus en-dro neoazh, get an c'hoant monet pelloc'h evit am soñj kentañ, an dipitadenn gentañ. Hag a-benn ar fin, em eus selaouet estroc'h evit ur wezh zokenik ! Penaos 'ta ? Be zo un dra bennak er feson da gempenn an tonioù hag a stag doc'h ho skouarn, hag a chom en ho penn goude bout lazhet ar lenner CDioù. Ur wezh lakaet an dañs a-gostez, ha pellaet ar soñj "n'em bo ket plijadur é tañsal àr draoù seurt-se" a-zoc'hin, e laoskan ma fenn da vout kaset get houlenn an tonioù. Lod anezhe zo melkoni enne, splann eo, ar pezh a c'hell bout ur souezh pa soñjer n'eo ket gwall gozh sonerion ar strollad.
Ur bladenn a-feson da selaou neuze ur seurt; esperañs em eus neoazh e adkavin tonioù arall (an ton bourre nevez, an ton hanter-dro nevez, ha kement tra zo…) ar strollad Plantec àr leurennoù ar festoù-noz c'hoazh hag en-dro, da lakaat an dud da huchal en dañs; afer hon eus a donioù nerzhus er festoù-noz !