10/01/2009
Vertuzioù 121 - 138
"Liv an dispi pa gavi, krouiñ a ri." Konor Botfawenn, ar Releg-Alre, XVIIIvet kantvlead.
Setu ur reolenn ha n'eo ket falloc'h evit un all a-benn ar fin.
Eh an d'he lakaat e pleustr bremañ. Afe, krouiñ n'eo ket penn-dre-benn, lakaat ar pezh a zo da vout klevet kentoc'h. Eh an d'ho lakaat neuze -- an neb a faot dezhoñ -- da heuliiñ un tamm pelloc'h roudoù ar bobl, dre hanterouriezh Pier er Go. Ar sonerezh, geo, zo bet krouet genin, met kamm e ta genin, en arbenn ag an amzer n'em eus ket da zeskiñ soniñ !
Setu neuze un aridennad arall e rummad ar vertuzioù. Grit ho mad anezhe !
Vertuzioù 121 - 138.mp3
A-fed notennoù natur, ne vo ket hiniv. O, tro am eus bet da welet meur a dra: houidi àr ar c'hler, gouelani àr ar c'hler en ur lec'h arall... ur seurt sourouc'han e-pad un interamant, un tamm liv rous doc'htoñ, mes n'eo ket ar c'houlz hag achapet en deus oc'hpenn, neuze... Ha setu !
19:30 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, proverbes, krennlavar, vertuz, houad
08/01/2009
Vertuzioù 98 - 120
Pell zo n'em boa ket embannet amañ ur bajennad krennlavarioù... graet eo hiniv, atav er memes rummad.
An ton àr-dreñv zo me get ma gitar.
vertuzioù 98-120.mp3
10:56 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, proverbes, krennlavarioù, vertuz, gitar, guitare
16/12/2008
Vertuzioù 76 - 97
Setu neuze re nevez, atav er vertuzioù; ar pezh a zo àr-dreñv a zo bet enrollet e Pleskob, get an trio Pasquet Barou Guichen hag en doa lakaet begon spontus en dañserion an noz-se... evit bout un tañva ag ar son em eus lakaet un tamm ag an dañs (Rond de Saint Vincent) en e unan.
Vertuzioù 76-97.mp3
an ton-se èl ma oa (hep komzoù arabadus ha fur dirak)
tamm ag an dañs.mp3
09:49 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, proverbes, krennlavarioù, vertuz, Guichen, Barou
10/12/2008
Vertuzioù 56 - 75
Ar vertuzioù c'hoazh... ma, àr ar bajenn-mañ eh eus traoù a denn da Zoue pe d'an Iliz, mes èl ma 'm eus lâret deoc'h c'hoazh, o lâret a rin tout, ha c'hwi a zibabo en o mesk goude !
An ton àr-dreñv a zo e-mesk ar re a blij ar muiañ din; e pladenn Frédéric Guichen "La lune noire" e c'hellit kavout hennezh; un ton anvet "Trad irlandais" eo, un ton a vro Iwerzhon eo evel mand eo skrivet; gitar e vreur Jean-Charles a glevomp ivez, hag ar gitarour-boud meur Stéphane de Vito. Ha neuze piv a glever é ober ur solo gitar tredan ? Jacques Pellen.
Vertuieu 56 - 75.mp3
19:12 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, proverbes, krennlavarioù, vertuz, Guichen, Pellen








