07/01/2009
heol ruz
Notennoù paour ar prantadoù yen-sklas... ouzhpenn sellet doc'h livoù spis ha kaer tarzh-an-deiz am eus graet hiniv: sellet doc'h ruzoni an heol da noz, ur ruzoni hag a c'holoe brinkier an holl wez a dor-ha-tro, àr gement tosenn a oa. Er c'hoari-se eo daet ar gwez bezv da vout duac'h-mat, ar pupli ivez; met an heol henoazh a oa katapl da entaniñ ne vern peseurt gouenn gwez. A-fed evned em eus bet tro da dremen dirak prad ar bugerc'heiz en-dro, met hennezh a oa aet diàr-wel; e-menn emañ hiniv ? Marse pas forzh pell !
Pilanni a oa c'hoazh aze, hag o livoù en em vesket get geot drouglivet ar pradoù.
Petra am eus gwelet a-hent-arall nemet louzaou bet skornet hag é tonet da vout blot ha, peurchañs, marv.
Hag an noz zo amañ bremañ !
Skeudenn ebet hiniv, paour-keizh tud !
18:19 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : heol, pilann, skorn, yen
30/12/2008
Bed ar likenoù
Atav ker sklas an amzer, hiniv oc'hpenn e oa gris, ha spurmantet hon eus hepken kann an heol àr-dreñv ur gwiskad morlivet... Ma zroiad n'eo ket bet gwall hir c'hoazh hiniv neuze, met bamus ur seurt: pa seblant marv ha skornet tout an traoù, petra gober (estroc'h evit klask spesadoù evned é tonet ag an hanternoz) ? Sellet doc'h broñs ar gwez, ya, èl ma 'm eus klasket gober tammigoù a-c'houde ma 'm eus bet ur levr a-ziàr kement-se. Met ivez sellet a dostoc'h doc'h ar liken ! Ar liken zo boudoù bev iskis, anezhe ur c'hejaj etre ur spesad bezhin hag ur spesad tok-touseg.
Hag an eured-se a seblant bout efedus evit beviñ el lec'hioù diskonfortañ, evel àr ar vein, àr ar c'hoad, gwezh-a-vez e lec'hioù dic'hortoz evel àr blastik kilseller ma oto... Unan (ar bezhin) a ra ar fotosintezenn, an arall (an tok-touseg) a zastum dour ha dreist-holl halenoù ha danvezioù organek.
Me zo em dapet da sellet doc'h ur renkad gwez skav-gwrac'h, ag ar spesad "Acer saccharinum"; lakaet e vezont lies a-walc'h er c'hêrioù, evel en Alre da skouer etre kroashent-tro ar lise Franklin ha kani ar stal fitness aze... bon, evit ar re a anav an Alre !!

Un delienn skav-gwrac'h argant (Acer saccharinum, érable argenté), ur wezenn daet ag ar Stadoù Unanet ha plantet dre amañ.
Ar o zroñjoù em eus gwelet pasapl a spesadoù brav, evel Ramalina, Cladonia, Lecanora... amañ e lakaan un nebeudig anvioù met n'anavan ket kazi netra ha mat e vehe din adwelet traoù zo !
skouerioù likenoù:

Xanthoria parietina, unan melen stank dre amañ.

Ur liken "deliennek" arall.
Lod a zo plakennoù peg doc'h ar c'hoad, lod arall evel deliennoù a-dreis ar c'hoad, lod c'hoazh evel gwezennigoù.
Souezhet on bet é welet en-dro "Teloschistes chrysophtalmus", ur liken dibaot hag a vez kavet kentoc'h àr ar gwez frouezh dre amañ, hag em boa komzet anezhoñ an deiz arall (ma anavan hennezh eo peogwir eo aes derc'hel soñj ag e benn !).
cf foto notenn ar 22 12 2008 (lagad aour)
Dre vras, èl ma ouiit marse, seul vuiañ a spesadoù liken a c'heller gwelet àr gwez ur gêrvras, seul broprañ aergelc'h ar gêr-se; rak pa vez saotret an aer e ya ar spesadoù tenerañ diàr-wel.
Amañ e oan en Oriant, ha me 'gav genin ne oa ket ker fall, pasapl a spesadoù a oa; mes sur a-walc'h get un aer proproc'h e vehe kavet c'hoazh paot muioc'h !
Atav e oa un dra vrav gwelet ar seurt bed bihan-se, goloet get spesadoù disheñvel, get livoù ha stummoù disheñvel... e lec'hioù zo e oa daouhanteret ur liken en arbenn ma oa ur gwir rift en e greiz ! Kreskañ ar c'hlor eo en deus krouet ar rift-mañ.
Gwelet em eus ivez penaos e oa brasoc'h ha niverusoc'h ar spesadoù liken doc'h tu ar c'hornôg (tu ar glav) ar pezh a vez lâret mes ne vez ket ker splann d'ar liesañ.
Pelloc'h, gwelet em eus ur bod hag a oa goloet a liken melen, ar pezh ne oa ket fall get un devezh gris èl-mañ.
Ma ! Kement-se a ro c'hoant da sellet a-dostoc'h doc'h bed ar likenoù ! Evel-just e vo diaes-bras er gober ervat... an amzer eo a vank, splann eo !
Hag er fin e komzin deoc'h ag ur wezenn a familh ar lann hag ar banal. N'on ket daet da benn a ouiet petra oa mes klask a rin. Hag e lârin deoc'h.
18:15 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : liken, lichen, skorn, yen, gwez, skav-gwrac'h, acer saccharinum
26/12/2008
Jualenned
Hiniv e c'hwezh un avel treut, sklasus, spis-bras eo an amzer. Un tamm tro edan kêr, èl ma lârer. Mes n'eus ket kalz a amzer nag a c'hoant da chom da aogliñ er-maez. Gwelet a raomp just ur voiajad jualenned tolpet en un oufig, gwarantet doc'h an avel biz. Ar re-mañ n'int ket dibaot er vro, ha d'ar liesañ e vezont gwelet a vostadoù àr ar lennoù. Du-pod int get ur pigos gwenn-kann, hag en em astenn betek o zal. Palmezek eo o zreid, hag evit nijal kuit e redont àr lein an dour. O c'hriadennoù zo seurtoù "pix !" kalet hag a vez klevet spis, un tamm èl pa vehe c'hwezhet en un trompilh skiltr.
Anoued o deus èldomp-ni neuze, en despet d'o fluñv tomm.

Anv skiantel: Fulica atra; anv galleg: foulque macroule, pe, dre-mañ: judelle
O fousined o deus, int, livoù flamm à o fenn:

18:25 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : jualenn, foulque, macroule, fulica atra, yen
16/12/2008
sourouc'haned, bistrolled, diredig...
Hiniv em eus divizet chom un tamm amzer da sellet doc'h an evned-mor, evit ma notenn-natur: arru on da eur an tre, ha sellet em eus doc'h ar mor é krapout a-nebeudigoù. Brav oa an ouf met yen-skorn an amzer. Atav pilanni ha sourouc'haned (Sourouc'haned boutin, moavat). An daou mesket e nijadegoù bras a zo brav-abominapl da welet. Ur vandennad evnedigoù melen am boa gwelet ar wezh kent a oa pabored a-benn ar fin ! O gwelet em eus en-dro hiniv. Un nebeudig herlegoned bihan (Aigrettes garzettes).
A-du-rall, daou vistroll kof gwenn (chevaliers guignettes) get o fennoù hag o lostoù é hoskellat èl kustum, klask a raont o boued àr vord ar flangennoù a zo er lec'hideg.
Krogiñ a ra ma izili bout sklaset-tre, amzer splann zo ha brav eo ar lec'hideg hag ar gwez a bep tu, met mall eo monet ur seurt. Un tammig kent kuitaat ar lec'h e welan un diredig boutin (Martin pêcheur) é nijal "evel ar spered santel" da lâret eo e chom er memes plas en aer. Ober a ra se evit pesketa. Da gustum e chom barret evit sellet spis doc'h ar pesked edan an dour met amañ n'eus ket netra nemet lec'hid. Neuze e chom àr vord ur flangennig peotramant e nij er feson-se.
Apeupre d'ar memes termen e klevan evel un oto é tremen àr-dreñv ma c'hein. Un oto n'eo ket met ur strolladig sourouc'haned é tremen a-dreistin, o divaskell eo a ra an trouz-se.
Ha setu.

Ur pabor

Ur voiajad sourouc'haned boutin, moarvat ar re am eus gwelet. Get an heol e ra èl stered é strinkellikat.
Amañ e vint gwelet spisoc'h: multitude_becasseaux.jpg

Un diredig boutin àr nij.

Ur bistroll kof gwenn seurt get an daou am eus gwelet. Pa vezont é nijal a-rez an dour en ur grial e vezont anavet ivez dre o feson da grial ha da nijal.
17:45 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : sourouc'han, diredig, yen, pilann, lec'hid, pabor








