26/06/2008

Tamm Papir niverenn 11

Evit an notenn niverenn 100 àr ar blog-mañ em eus aozet un happening a-feson ! Setu arru niverenn 11 an Tamm Papir, ar follennad paper a vo get razh an dud in an hañv-mañ !

Setu ar gazetennig amañ:

Niverenn 11.doc

27/12/2007

Tamm Papir niverenn 9

Blezad mat holl d'an dud !

Setu arru niverenn 9 an Tamm Papir àr ar blog-mañ, peadra da lenn e prantad ar gouelioù...

Padrig

Niverenn 9.doc

10/12/2007

Tamm Papir niverenn 8

Arru eo an Tamm Papir nevez àr ar blog-mañ ! Un digarez evidin da vrudiñ ar gazetennig, hag a zo kempennet get ur bare tud gredus, kuzh ha diglod !

Evel ma lâr ar c'hrennlavar

Ar soubenn a chom diglod
Betek ma vez tennet ar golo diàr ar pod


Paour-kaezh krennlavar, ma vehe bet anezhoñ e-raok, ne vehe ket bet ret din en ijiniñ !

Setu an niverenn: Niverenn 8.doc

Ma faot deoc'h resev doereioù pa arru an Tamm Papir nevez, kasit ho mail din dre ar c'hommentaire !

03/12/2007

Penaos tapout an Tamm Papir hep koll amzer ?

Marse e lennit an Tamm Papir get plijadur pa arru àr ar lec'hienn-mañ ?

Marse ho peus traoù arall d'ober estroc'h evit bale àr ar lec'hiennoù Internet hep klask netra resis ?

Neuze kasit ur mail din ha me a gaso doere deoc'h seul gwezh ma arruo an Tamm Papir !

drean.patrick2@wanadoo.fr

eo ma chomlec'h internet

27/11/2007

Tamm Papir niverenn 7

Prest eo an Tamm Papir nevez da vout flouret get ho taoulagad !

Setu eñ:

Niverenn 7.doc

18/11/2007

Tamm Papir niverenn 6

Setu bremañ arru an termen da ginnig, dirak ho taoulagad, niverenn nevez-flamm an Tamm Papir !

Ennoñ e vo moian deoc'h dizoleiñ tout ar gizioù nevez a vBoston, New-York, Paris, Milan... nag ur chañs evidoc'h !

Niverenn 6.doc

03/11/2007

Tamm Papir niverenn 5

Setu arru niverenn 5 an Tamm Papir, deoc'h-c'hwi d'en dizoleiñ bremañ !

Niverenn 5.doc

17/10/2007

Tamm Papir niverenn 4

Setu neuze niverenn nevez an Tamm Papir, ar gazetenn a heuilh an aktu èl ne ra ket kazetenn arall ebet !!

Niverenn 4.doc

05/10/2007

Tamm Papir niverenn 3

Daet eo er-maez (er-maez a betra ? Ag ar gaouidell lec'h ma oa bet bac'het !) niverenn 3 an Tamm Papir !
Mignoned ar lennegezh, ar wezh-mañ e vo un niverenn ispisial evit lidiñ an 3vet niverenn ! Euh... marse pas c'hoazh...
Komzet e vo ag ar c'hirvi-lann, ag ar raden, ag ar Sirac (??), ha fourbouchet e vo en douar !

Niverenn_3.doc

28/09/2007

Tamm Papir niverenn 2

Setu bremañ arru en hor mesk niverenn 2 an Tamm Papir; enni e vo komzet a... kistin-spagn, taboulinoù, balafanned, ha ne ouian ket me petra razh...

Taolit ur sell a-barzh, moullit ma faot deoc'h, ha kasit d'ho mignoned ma kav geneoc'h e talv ar boan.

Da c'hortoz an niverenn 3 !

Niverenn_2.2.doc

Toutes les notes