15/09/2009
faire ji
Tro am eus bet da glevet lâret e galleg: "Il faut faire ji", pe "il faut faire gi" (n'ouian ket penaos skriv), pe c'hoazh "On fait gi à nos quilles" evit lâret "Il faut faire gaffe", "On fait gaffe à nos quilles"... Ha klevet ho pehe un dra heñvel ? Ha dont a rahe ag ar brezhoneg ? Ar wezh kentañ din klevet seurt tra. Klasket em eus er geriadurioù paper hag en-linenn, n'em eus ket kavet netra. Pa vehe unan a lennerion ar blog-mañ é tiegad un tamm titour din àr gement-se em behe bihannoc'h a labour enklask d'ober ! Mersi deoc'h en a-raok !
PS: Nann, n'em eus ket skrivet ar pennad-mañ da beder eur pemp da vintin, kousket a ran-me d'an noz; n'ho peus ket c'hoazh komprenet e oa posupl din goulenn ma vehe embannet ma notennoù d'an deiz-mañ-deiz ha d'an eur-mañ-eur ?
04:05 Publié dans Yezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : galleg, français, yezh, langue, étymologie, orin
08/09/2009
Lazare Sainéan pe iceberg ar yezh
Setu me n'eus ket pell zo é klask gouiet penn d'un nebeudig gerioù evit komz ag ur vuoc'h kozh: ur gozh kot, ur gozh gaonac'henn, ur bañpin... klasket em eus "pañpin", ger un tamm misterius, liv ar galleg dezhañ, get sikour Internet. Ha setu me arru àr ur levr a-ziàr yezh-pobl Paris en naontekvet kantvlead, ha skrivet get Lazare Sainéan. Torr-penn e oa lenn àr ar skramm, met ur pezh mell levr eo, ha displeg a ra e-leizh a draoù a-ziàr orin un troc'h gerioù, lod bet chomet e Paris, lod bet strewet goude er galleg dre vras, lod anavet gwell en o c'hornad-orin. Ur bochad traoù zo a-barzh, ha bec'h em eus bet e-raok diskrog ha serriñ ar fenestrig àr ma skramm. N'ouian ket mard eo diazezet-mat ha poellek tout an displegadurioù zo a-barzh, met un dra ha ma lak da soñjal kement-se a zo ar fed ma ro ur bochad daveoù d'ar yezhoù pe rannyezhoù (oïl dreist-holl, get skouerioù, traoù tennet a levrioù zo... N'on ket evit lâret, e gwirionez... Klask penn d'ur ger a c'hell ho kas pell, hag ho lakaat da goll amzer, setu n'on ket gwall fier bout chomet èl-se aoglet dirak ma urzhiataer; met d'an tu arall e kavan ur souezh ur sort levr (ne vez ket mui kavet moarvat e neptu), hag e vehen kontant da deurel ur sell a-barzh ur wezh an amzer... Ar brezhoneg hag a-gement yezh zo, evel ar galleg amañ, a zo un iceberg, ha blaouac'h d'an niver a draoù a zo da zeskiñ pa seller edan live an dour !
Un dra c'hoazh e-raok kloziñ; sellet em eus e Wikipedia: ne gomzer ket kalz ag an den-se. Er Larousse: n'eo ket a-barzh. Mmmm... Perak 'ta ?
16:24 Publié dans Yezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : lazare sainéan
04/09/2009
Yezhoù
A-c'houde ma teskan brezhoneg on sotoc'h get ar yezhoù evit ma oan e-raok. Dre ar pennadig-mañ e klaskan lâret peseurt yezhoù on desachet gete muioc'h evit reoù arall, èl-se ma faot deoc'h skriv din doereioù ag ho pro (en ho yezh), e vo moaien deoc'h gober. Evel just ma komprenit ar pezh a skrivan amañ oc'h brezhoneger, neuze n'eo ket èl-se em bo respontoù get kalz a dud er-maez a Vreizh, met ne vern.
euskara / euskareg : eh on é teskiñ !
occitan / okitaneg : gouiet a ran lenn ha gouest on da gomz apeupreik.
italiano / italianeg : gouiet a ran lenn apeupreik, kompren dre gomz un tamm, met komz, n'em eus ket james graet.
gallo / gallaoueg : gouiet a ran traoù met evit skriv ha komz n'eo ket splann
gaeilge / gouezeleg : ne ouian ket forzh netra met plijout a ra din !
cymraeg / kembraeg : ne ouian ket kalz a dra met prest e vehen da zeskiñ muioc'h
kernoweg / kerneveureg : ne ouian ket kalz a dra met prest e vehen da zeskiñ muioc'h
català / katalaneg : gouiet a ran lenn tammigoù
corsu / korseg : ne ouian ket kalz met kontant a-walc'h e vehen da zeskiñ muioc'h
Ma lakaan an traoù-se n'eo ket evit foeñviñ (c'hwi a c'hell gwelet ne vestronian hani ag ar yezhoù a venegan aze) met evit ma vehe posupl eskemm get ar re a faot dezhe (hag eskemm er yezh mard eo posupl (dreist-holl evit oc hag italiano, euskareg perak pas met diaes (!), gallaoueg), pe e brzheg, galleg, saozneg)... ar vevenn nemeti (met ur pezh a unan !): an amzer da lenn ha da zeskiñ.
02:49 Publié dans Yezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : euskara, occitan, italiano, gallo, gaeilge, cymraeg, kernoweg, català, corsu
04/07/2009
Robert Lafont
Ho lakaat a ran da ouiet eo marv un den hag en deus graet ur bochad evit an okitaneg hag evit lakaat ar fransizion d'en em soñjal àr o yezhoù, Robert Lafont eo e anv. Marv eo d'ar 24 a viz Mezheven diwezhañ ha n'eus ket bet komzet kalz anezhoñ er mediaioù... Ur skrivagnour e okitaneg e oa ivez. Ma faot deoc'h gouiet muioc'h diàr e benn, sellit da skouer doc'h http://fr.wikipedia.org/wiki/Robert_Lafont_(linguiste)
Sellit ivez doc'h http://www.aplv-languesmodernes.org/spip.php?article2322 evit gouiet muioc'h c'hoazh !

14:56 Publié dans Yezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : robert lafont
18/06/2009
An SNCF hag ar brezhoneg
Setu amañ doereioù ag ur stourm am behe c'hoant brudiñ amañ, ha lâret en-dro penaos on a-du get ar stourm-se: evit ma vo implijet ar brezhoneg en SNCF, en tier-gar hag en trenioù. Setu neuze petra zo kaoz e kasan deoc'h ur liamm a-ziàr ar pezh zo bet graet e ti-gar Gwengamp n'eus ket pell zo. Lâret e vez deomp a-c'houde ur wezh hon eus droed da gomz brezhoneg, get ma vehe implijet er gêr, klozet etre ar mangoerioù, etre mignoned... met pas ken ! Ha neoazh e faot deomp ma vehe klevet ha gwelet ar brezhoneg er vuhez foran ivez.
Pa faot d'ur yezh bout lodek e kan ar yezhoù er bed, rekis eo he leuskel da ganiñ ha tenniñ ar mouched a stank he beg !
http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=15420 (e brezhoneg)
http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=15421 (e galleg)
10:54 Publié dans Yezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
28/04/2009
Gallaoueg
Setu ur liamm hag a seblant interesant, ur raktres talvoudus, evit ar re a zo intereset get ar gallo. Me zo me en o mesk, na bout n'em eus ket c'hoazh lakaet trawalc'h a boan d'en deskiñ. Fiskal ur benveg èl-se, ar pezh ne lam ket talvoudegezh hep somm an traoù àr baper ivez.
Deoc'h-c'hwi da vonet a-barzh ma het geneoc'h.
http://teinzoudougalo.fr/default.aspx
N'ankouait ket a-fed traoù àr baper just a-walc'h, div oberenn a dalvoudegezh daet er-maez n'eus ket pell zo, get ur sell kempouez ha digor, met nerzhus, àr o yezh.
Ar (pikol) geriadur anvet "Le petit Matao"

Hag ur yezhadur sklaer, normativ un tamm met an aozer en deus graet a-espres, pinvidik hep koll ur sell skiantel àr an traoù.
Kavet e vezont en tier-levroù a werzh levroù brezhoneg normalamant.
23:04 Publié dans Yezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gallo, gallaoueg
17/04/2009
Kañv
Trist on an deizioù-mañ goude bout gouiet e oa tremenet d'ar bed arall Gwennole ar Menn, un den hag en deus labouret kement ha kement evit ar brezhoneg, un den hag a anave en ur mod don lennegezh kozh ar yezh, istor ar gerioù.... Tro am boa bet n'eus ket pell zo da vonet e darempred getoñ da geñver ar labour àr-dro an astenn da c'heriadur Ernault, eñ eo a oa bet é reniñ ar skipailh hag é kempenn an embann diàr ar posteloù niverus en deus resevet. N'em eus ket eñ gwelet gwall lies met soñj am bo atav ag e emzalc'h hegarat ha degemerus, ag e c'hoant da zeskiñ, ag e izelded a galon en despet d'ar ouiziegezh en doa. Falc'het eo bet abred, p'en doa c'hoant c'hoazh gober enklaskoù nevez. Kenavo dezhoñ !
23:59 Publié dans Yezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwennole ar menn







